Chargement Évènements

« Tous les Évènements

  • Cet évènement est passé.

Baleadenn en-dro d’al louzoù gouez mat da zebriñ ha mat evit ar yec’hed

22 avril, 2023 à 14h00 16h30

Petra a vo graet ?

Mont a refomp e park ar stanko e Lannuon evit ober ur bourmenadenn e-pad 2 eurvezh hanter. E-skeud-se e vo lakaet ar gaoz war al louzoù gouez a gaver tost e pep lec’h war ar maez. Penaos bezañ sur da anavezout anezho ? Penaos implijout anezho er gegin pe evel louzoù evit en em soagnal ? Sed aze ar pezh a vo desket gant Tim, buhezour ar valeadenn.

E-kerzh ar valeadenn e vo lakaet ar gaoz ivez war ar plant pistrius (dañjerus) rak ezhomm hon eus anavezout anezho ervat a-raok en em lakaat da gutuilh louzoù evit fardañ boued.

E fin miz C’hwevrer emañ an natur o tihuniñ hag ar plant o tiflukañ tamm-ha-tamm, se zo kaoz ez eo brav mont war an dachenn d’ar c’houlz-mañ ar bloaz evit deskiñ anavezout al louzoù mat da zebriñ, pa vezont yaouank-flamm c’hoazh…

Tim a roio deoc’h e alioù fur hag e itrikoù kutuilher ha keginer, evel-se e c’hellfet retorn d’ar ger gant ur bern soñjoù evit talvoudekaat al louzoù burzhudus-mañ profet gant Mammdouar.

E-pelec’h e vo an emgav ?

War parklec’h park ar stanko, e-barzh straed pors an prad, goude straed de la poterie (e-kichen kreiz-ker Lannuon.

Sellit ouzh al liamm evit gwelet pelec’h emañ ar parklec’h-se :

https://goo.gl/maps/KNzjP2z6PbZFKEU57

Da bed eur e vo echu ? Tro 4e30 e vo klozet ar bourmenadenn, amzer a vo a-raok kimiadiñ evit sevel goulennoù ouzh ar buhezour ha klakenniñ un tamm.

Piv eo ar buhezour ?

8 bloaz zo en devoa krouet Tim Lipouz e embregerezh evit gallout bevañ diwar e vicher keginer a di-da-di ha kelenner war ar geginañ.

Klask a ra Tim, dre e stumm da geginañ, lakaat ar blaz da glotañ gant ar yec’hed. Ur preder en deus Tim ivez gant sujed an endro ha penaos gwareziñ an douar, penaos chom hep ober droug d’al loened, penaos broudañ ul labour-douar doujus ouzh an endro. Sed aze ar pezh a zo e spered Tim pa vez o keginañ pe o tibab louzoù en natur. Abaoe pell eo troet Tim gant al louzoù gouez mat da zebriñ hag abaoe pell ivez e ra boued pe en em soagnal a ra gante. Tost da zek bloaz zo e oa en em lakaet da implijout anezho er gegin. N’eus ket keit-se en deus skrivet ul levr « Keginañ louzoù gouez ma bro », hag ennañ e kinnig 15 louzaouenn boutin e Breizh. Displegañ a ra ivez Tim en e levr penaos kutuilh ha debriñ al louzoù-se, sekredoù-kegin a ro evit pep louzaouenn.

Petra am bo ezhomm degas ganin ?

Ur c’haier hag ur c’hreion (peadra da skrivañ), seier paper m’ho peus c’hoant da gutuilh louzoù ha botoù pe botchoù evit mont da vale hep kaout aon rak an douar pe ar poulloù-dour.

Niver a dud :
10 d’ar muiañ
Ar valeadenn-se a zo evit an deraouidi koulz hag a re varrek war ar sujed. Digoust eo evit ar vugale dindan 16 bloaz gant ma vefont ambrouget gant o zud.

Evit kaout muioc’h a ditouroù pe evit lakaat hoc’h anv  :

Kit en darempred gant Tim
« Tim Lipouz » dre bellgomz d’ar 06 26 39 49 67 pe dre bostel : timlipouz@ecomail.bio

20€ Digoust evit ar vugale ha priz dieub evit an dud a zo berr o arc'hant

Tim Lipouz

06 26 39 49 67

Voir le site Organisateur

Park ar stanko e Lannuon (Parc du stanco à Lannion)

8 Rue de Pors an Prat
Lannion, Bretagne 22300 France
+ Google Map
06 26 39 49 67
Voir Lieu site web