Chargement Évènements

« Tous les Évènements

  • Cet évènement est passé.

Baleadenn en-dro d’al louzoù gouez mat da zebriñ ha mat evit ar yec’hed

20 avril à 14h00 16h30

Petra a vo graet ?

Deuit da zizoleiñ al louzoù gouez mat evit ar yec’hed ha mat da zebriñ a gaver e-pad an nevezamzer. Penaos bezañ sur da anavezout anezho ? Penaos implijout anezho er gegin pe evel louzoù evit en em soagnal ? Sed aze ar pezh a vo desket gant Tim, buhezour ar valeadenn.

Roll an abadenn

Mont a refomp en-dro d’an ekokreizenn evit ober ur bourmenadenn e-pad 2 eurvezh hanter. E-kerzh ar valeadenn-se e vo lakaet ar gaoz war ar plant mat da zebriñ, met ivez war ar plant pistrius (dañjerus) rak ezhomm hon eus anavezout anezho ervat a-raok en em lakaat da gutuilh louzoù evit fardañ boued.

E miz Ebrel emañ an natur en birvilh, se zo kaoz ez eo brav mont war an dachenn d’ar c’houlz-mañ ar bloaz evit deskiñ anavezout al louzoù mat da zebriñ, pa vezont yaouank a-walc’h c’hoazh…

Tim a roio deoc’h e alioù fur hag e itrikoù kutuilher ha keginer, evel-se e c’hellfet retorn d’ar ger gant ur bern soñjoù evit talvoudekaat al louzoù burzhudus-mañ profet gant Mammdouar.

2e G-K : Emgav e ti ar gevredigezh (la maison associative) e penn an hent, en traoñ da geñver al lodenn e-lec’h ma teu an dud da weladenniñ. E penn kentañ, pep hini en em ginnigo hag ez efomp da bourmen en-dro da liorzh an ekokreizenn evit klask al louzoù.
4e30 G-K : Fin ar bourmenadenn, hag evit echuiñ d’an doare plijus, ar re o devo c’hoant a c’hallfont chom da evañ ur bannac’h dour tomm gant louzoù mat e-barzh.

Piv eo ar buhezour ?

E 2015 en devoa krouet Tim Lipouz e embregerezh evit gallout bevañ diwar e vicher keginer a di-da-di ha kelenner war ar c’heginañ.

Klask a ra Tim, dre e stumm da geginañ, lakaat ar blaz da glotañ gant ar yec’hed. Ur preder en deus Tim ivez gant sujed an endro ha penaos gwareziñ an douar, penaos chom hep ober droug d’al loened, penaos broudañ ul labour-douar doujus ouzh an endro, penaos stourm evit muioc’h a justis sokial. Sed aze ar pezh a zo e spered Tim pa vez o keginañ pe o tibab louzoù en natur. Abaoe pell eo troet Tim gant al louzoù gouez mat da zebriñ hag abaoe pell ivez e ra boued pe implijout a ra anezho evit en em louzaouiñ. Tost da zek vloaz zo e oa en em lakaet da implijout anezho er gegin. N’eus ket keit-se en deus skrivet ul levr « Louzoù gouez ar vro er gegin », hag ennañ e kinnig 15 louzaouenn voutin e Breizh. Displegañ a ra ivez Tim en e levr penaos kutuilh ha debriñ al louzoù-se, sekredoù-kegin a ro evit pep louzaouenn.

Dafar :

Ur c’haier hag ur c’hreion (peadra da skrivañ), seier paper m’ho peus c’hoant da gutuilh louzoù ha botoù pe botchoù evit mont da vale hep kaout aon rak an douar pe ar poulloù-dour.

Niver a dud :
10 d’ar muiañ
Ar valeadenn-se a zo evit an deraouidi koulz hag a re varrek war ar sujed. Digoust eo evit ar vugale dindan 16 bloaz gant ma vefont ambrouget gant o zud.

Evit kaout muioc’h a ditouroù pe evit lakaat hoc’h anv  :

Kit en darempred gant Tim
« Tim Lipouz » dre bellgomz d’ar 06 26 39 49 67 pe dre bostel : timlipouz@ecomail.bio

25€ Un distaol a c'hellomp kinnig deoc'h m'ho peus diaezamantoù arc'hant. Na chomit ket etre daou ha deuit en darempred ganeomp m'ho peus goulennoù da sevel ouzhimp.

Tim Lipouz

06 26 39 49 67

Voir le site Organisateur

Ecocentre du Trégor

Route du Radome
Pleumeur-Bodou, 22560 France
+ Google Map
06 40 56 84 46
Voir Lieu site web